Ronfled

Anjela Duval (1964)



Marvailhoù hon hedadoù a gomze eus ronfled. Ronfled euzhus, debrerion tud. An istor a gomz eus gouennadoù gouezidi E goueled ar c’hoadoù-meur : debrerion-tud.

Un euzh hag un heug soñjal Bez ez eus koulskoude en hor meskoù, tost dimp Tud o tebriñ tud. E bev, ya. Ronfled O sunañ o gwad betek an diwezhañ berad. Ha tagañ ha kribat ha krignat ha peilhat A reont anezho betek o wenneg diwezhañ. Ha te, labour mar kerez, noz-deiz, hep ehan Evel ur marc’h-samm. Washoc’h. Sul, gouel, pemdeiz hep ehan. Ehan all ebet nemet er vered. Int avat a valeo, a rodeo, a yelo Gant an tanfoeltr en o c’harr-tan du-mañ, Du-hont, war-lerc’h o flijadur. Ar ronfled. Ha te, paour kaezh, diwall da ‘n em gaout War o hent gant da gozh karrigell Pe da gazeg kozh... Diwall ! Pe vi friket ’vel ur vi, ‘Vel ur c’habell-touseg ! Arsa, gwelout awalc’h a rez an hent A-bezh dezho Gant un tamm chañs, evelkent, E c’hellfes tremen gant un toullad kunujennoù E galleg, eveljust. Honnezh zo ur yezh Seven.