N’hellimp ket disoñjal biken

Yann-Ber Piriou (1978)


N’hellimp ket disoñjal biken

Ar bloaz triwec’h ha tri-ugent.


Arvor am chal

Argoad iwe

Abalamour da Fañch Ar Moneiz.


Chal ha dichal

Tre ha lano

Fañch Ar Moneiz zo dishano.


Dishano eo

Ha koulskoude

Me ‘oar piw eo Fañch Ar Moneiz.


Koll ha gounid

Selaou ha sell

Kaos a zo dioutañ abaoe pell.


Kresk ha profid

Shell hag Esso

Kaos a zo dioutañ pell a zo.


Antar Azur

Hydrokarbur

Lavar din piw zo krog er stur ?


Foeltr ha lec’hid

Mobil and Co

Fañch Ar Moneiz zo an Ankou.


Mazout ha flaer

Supertanker

Fañch Ar Moneiz zo ul lac’her.


Bouzar ha dall

Kruell ha kreñv

Time is money ! Oil is money !


Kresk ha digresk

Lano ha tre

Fañch Ar Moneiz zo didruez.


Ne ra ket forzh

Eus hon buhez

Nag eus heni hon bugale.


Ar mor am chal

Ar c’hoad am nec’h

Al laboussed a zo war dec’h.