Gwerz Victor C'hara

Gilles Servat (1974)

Ar brizonidi e sportva Chile

N'o deus ket debret abaoe tri deiz

Abaoe tri deiz n'o deus ket evet

Ar c'hwec'h mil den e barzh sportva Chile


Soudarded a zo e kichen an nor

Victor C'hara o vale en tu mañ

'Nem stekiñ a ra ouzh ar c'homandant

Anavezout a ra emañ Victor


An den a ra van da c'hoari gitar

Victor a lavar ya o wennc'hoarziñ

An ofiser iver o c'hlasc'hoarziñ

Hag eñ gevel raktal pevar soudard


Urzh a ra da zegas un daol diouzhtu

Victor zo dalc'het gant ar soudarded

Hag e zaouarn war an daol lakaet

Bargediñ a ra ar gasoni zu


Ar c'homandant a gemer ur vouc'hal

Rak an den se en deus eur c'halon bleiz

Troc'hañ a ra bizied an dorn kleiz

Ha d'an eil taol bizied an dorn all


Klevet vez ar bizied o kouezañ

Hag int o taskren c'hoaz war al leur goat

Gant ar boan spontus Victor a fat

Ha c'wech'h mil genoù a yud a unan


Gwellout a reont daouzek mil lagad

Ar c'homandant en e zorn ar vouc'hal

Mac'hañ Victor gourvezet o jouc'hal

Kan bremañ 'ta kan evit da vamm gast!


Ha Victor a sav krenus e zent

Gwan e zaulin e zremm limestra

War du an derezioù yudal a ra

Ni zo vont d'ober plijadur dezhañ


Kregiñ a ra da ganañ goude se

Da ganañ son veur unanvez ar bobl

Barzh ar sportva 'vel nerzh an avel foll

An holl dud a grog da ganañ ivez


'Pad m'emañ o mouezhoù 'nijal en aer

Victor gas en dro so an dishualded

En e sav gant e zaouarn mac'haigned

Daouarn troc'het goloet a wad sklaer


Ar soudarded 'vit serriñ e c'henoù

O deus tennet warnañ -Victor a gouezh

E benn a raok -salud an diwezh

C'hara a ra stouadenn an ankoù.