Ar chas doñv yelo da ouez

Yann-Ber Piriou (1976)


Brewet dindan yew an dud uhel Leun a fae hag a lorc'hentez Hon eus bewet lent hag uvel E pad kantvedoù a vezh


Dre hor c'hoadoù hag hol lanneier Awel an Ankoù ra he reuz C'hwezhañ a ra eus ar Reter Bez 'zo lod a devo keuz


Rag ma tarzh an deiz higortozet Ha ma tihun ar bobl a-bezh Eus Menez Are d'an Naoned Ar chas doñv yelo da ouez.