Piv eo ?

Nicolas Gourvenec. Eus Gwitalmeze e Bro-Leon. Emaon o chom e-kichen Roazhon. Desket 'm eus brezhoneg e 2016 gant Skol An Emsav.

Maketenner Ya!, kazetenn ti-embann Keit Vimp Bev.

Petra eo ?

Ur merk dilhad kevredigezhel (karta Ya d'ar brezhoneg sinet e 2017).

Dilhad e kotoñs bio (e poliester adaozet evit lod anezho ivez) testeniet gant Fairwear Foundation ha gant Peta.

Ticheurtoù unrev a vez kavet evit ar baotred gant mentoù evit an holl (betek 5XL) ha ticheurtoù gant stummoù evit ar merc'hed a zo bet goulennet diganeomp meur a wech. Renket hon eus ar "gudenn", adkavit anezho amañ.

Ar stammennoù o deus kentoc'h ur stumm unrev, urzhiet e vez alies ur ment dindan gant ar merc'hed (un L e-lec'h un XL a vefe dibabet da gustum da skouer).

Na chomit ket etre daou ha sellit ouzh taolenn ar mentoù evit bezañ sur.

Graet e vez ar moullañ gant Atelier Monsieur Coton e-kichen Roazhon.

Perak ?

Evit kemer perzh da lakaat ar brezhoneg war wel. Un doare da stourm evit hor yezh rak "hep stourm ne vezer ket trec'h !"

Penaos ez a en-dro ?

1 - Urzhiañ a rit war al lec'hienn

2 - Urzhiañ a ran d'ar mouller

3 - Urzhiañ a ra an dilhad gwerc'h

4 - Pa resev anezho e voull

5 - Mont a ran da gerc'hat an dilhad ha da gas anezho dre "lizher heuliet" gant Ar Post.

Stok ebet na ganin na gant ar mouller neuze. Setu perak e skrivan e vez kaset ho pakad dindan 15 deiz met gellout a ra bezañ muioc'h hervezh ar mare (ur gevredigezh eo, a-youl vat on, ober a ran va seizh gwellañ, sur eo ha n'eo ket marteze).

sawix wix.jpg
logoioù_vegan_fairwearr.jpg
zaza2.jpg